Le Monument aux Morts de Gourin, article traduit en breton par Marion Breteau

Monument aux morts, place de la Victoire

Retrouvez cet article en français dans le bulletin municipal de novembre 2013

Evit gouzout hiroc’h war an 297 soudard « marv evit ar vro » zo o anv war vonumant ar re varv Gourin.

(troet e brezhoneg gant Marion Breteau) 

Ar bloavezh skol tremenet zo bet 19 liseidi e kentañ klas lise Santez Jeanne d’Arc war roudoù an 297« marv evit ar vro » eus Gourin. A-youl gaer o deus labouret ha sikouret int bet gant o c’helenner Istor an Ao. Breteau. 

Er penn-kentañ o deus sellet e kaier ar re varv ag ar gumun. Goude o deus klasket war lec’hienn internet « Mémoire des hommes ». Muioc’h evit 1.3 million fichenn den « marv evit ar vro » er brezel bed kentañ zo bet lakaet warni gant Ministerezh an Difenn. Deskouet eo bet muoc’h evit 58 diforc’h skritur etre an anvioù skrivet war ar monumant hag an anvioù e kaier ar boblañs. Skritur an arme a glot gant hani ar c’haier. Adkavet ar skritur mat zo bet an diaester kentañ. Ankouaat al « le » dirak an anv familh eo ar fari kavet al liesañ. Un nebeut lizherennoù vez disheñvel en douare skritur ar monumant e-keñver hani an arme ivez. Setu pezh a c’hell displeg n’eo ket bet adkavet 26 anv a zo war ar monumant. 

Normalamant e c’hell bezañ skrivet war vonumant ar re varv anvioù a re e vez graet « marv evit ar vro » anezhe nemetken. Spisiaet eo bet ar meneg-mañ gant lezenn an 2 a viz Gouhere 1915 ha resisaet gant hani an 20 a viz Chwevrer 1922. « Ar meneg “marv evit ar vro” a zle bezañ lakaet war akta marv pep hani, soudard pe get, lazhet gant an enebour pe abalamour d’ar brezel. Prouenn ar marv hag e gaoz a zle bout diskouezet mat ha liammet-kreñv gant plegoù ar brezel ». Tra ma n’eo ket bet kadarnaet ar marv pe gant ofiser ar boblans ag an arme pe gant daou dest pe gant ur medisin e vez ar soudard « aet diwar wel » sanset. Arabat eo neuze skriv e anv war gaier ar re varv. Ar meneg « marv evit ar vro » a c’hell bout skrivet pa vez gwiriekaet un dra nevez gant an arme. Da lâret eo pa vez kavet hag anavet ar c’horf, pa vez dastumet testenioù ar marv a glot etreze, pa vez resevet listenn ar re varv savet gant an arme alaman pe gant ar Groaz Ruz. Reve al lezenn en deus droet ar familh goulenn gant al lez-varn ensav (hani Pondi evit re Gourin) diskleriañ ar marv. « Marv evit ar vro » a c’hell bezañ graet ag an den marv war ar memes tro. Pa vez anvet ur soudard « marv evit ar vro » en deus droet e intañvez pe e familh kentañ derez goulenn ur pañsion. E 1927 zo bet lakaet ar meneg « marv evit ar vro » war gaier ar re varv a-gostez anv 47 den a oa« aet diwar wel » a-c’houde ar brezel. 8 oa marv e 1914, 10 e 1915, 9 e 1916, 9 e 1917, 10 e 1918. An hani diwezhañ oa bet lazhet e brezel ar Rif ‘ba’ Maroc. Met e anv zo bet lakaet war ar monument asambles gant anvioù soudarded 1914-1918. 

Ne vez ket displeget hir kaoz ar marv : « lazhet gant an enebour », « marv goude bout bet gloazet gant an enebour », « lazhet gant skelt obuz ». Pa oa bet « tennet e benn dezhañ gant ur pezh-mell obuz » oa aet da Anaon ur soudard war troad er 262l R.I. An Oriant ha lazhet gant « ur vombezenn Karr-nij » oa bet ur c’haporal er 19vet R.I. Brest e miz Du 1915. Beuzet « e ster Aisne goude ur gwallzarvoud pa oa o tourañ ar c’hezeg » oa bet marvet ur soudard er « train d’équipage » e miz Kerzu 1917.

Pa vez laosket a gostez an 28 anv a dud marv er brezel ha n’int ket bet adkavet o fichenn e vez lec’hiet marv 271 paotr Gourin lazhet er brezel. E bro Verdun oa aet da Anaon 23 anezhe etre miz C’Hwevrer ha miz Kerzu 1916. E-pad argad ar Somme oa bet lazhet 18-all etre miz Gouhere ha miz Du 1916. Dreist-holl, ‘ba’ emgann Bro Belgia hag ar V/Marne oa aet da Anaon 31 soudard a C’H/Gourin etre an 9 a viz Eost hag an 15 a viz Gwengolo 1914. D’an 9 a viz Eost oa bet lazhet 9 : e Maissin oa 7 (soudarded an 62l R.I. An Oriant, an 116vet R.I Gwenned, an 118vet R.I. Kemper) hag e Rossignol oa 2 (soudarded an 2l R.I.C. Brest – rejimant kolonial war troad). E Sally-Sallissel ‘ba’r Somme oa bet lazhet 5 soudard an 262l R.I. An Oriant. Tostig rac’h an 31-mañ oa bet graet « aet diwar wel » anezhe er penn-kentañ ha « marv evit ar vro » un nebeut bloavezhioù war-lec’h. N’o doa ket soñjet pennoù-bras an arme e vefe lañset argad meur an alamaned dre Vro Belgia. Mod-se oa bet kaset da goll Xvet hag XIvet bagad an arme gall gant an arme alaman hag a oa niverusoc’h ha muoc’h a armoù ganti. Kalz a vidrailherez hag ur bochad pezhioù-kanol, ha kanolioù bras ha hir o hed-tennañ en o-zouez, oa doc’h an tu alaman. 20 000 soudard gall oa bet lazhet e Belgia etre an 20 hag 24 a viz Eost 1914. 4 184 anezhe o doa kavet ar marv d’an 22 e Maissin. N’en doa ket lâret nag a arme nag ar c’hazetennoù ger diwar-benn kement-mañ a-raok miz Du 1914.

E rejimantoù Breizh oa bet enrollet al lodenn vrasañ a soudarded Gourin a zo « marv evit ar vro ». 28 anezhe o doa leusket ar vuhez evit an 2l R.I.C. Brest ha 22 evit an 62l R.I. An Oriant . 18% eus a re varv er brezel zo bet adkavet o fichenn oa ezel ag unan pe egile ag an daou rejimant-mañ. Met 5 zouav oa ivez. Daou baotr Gourin oa er c’hentañ batailhon troadegiezh skañv Afrika : ar re gondaonet bout toull-bac’het etre 3 miziad ha 5 bloavezh oa enrollet ennañ. 3 soudard Gourin oa bet lazhet en emgann an Dardanelles e 1915. 7 oa marv toull-bac’het en Alamagn pe ‘ba’ kampoù prizonidi savet war zouar gall aloubet.

5 409 den oa o chom e Gourin e 1911 reve chiffroù an niveradeg poblañs met ne oa ket rac’h anezhe ganet ‘ba’ar gumun . E chomlec’h diwezhañ eo hani a roe ar soudard d’an arme pa oa enrollet enni. Ma varve e veze kaset al lizher varv d’e gumun diwezhañ hag e veze skrivet e anv war gaier ar re varv ar guman-mañ. Evit sevel o monumant e c’houlenne ar gumun gant an dud lakaat un tamm arc’hant. Familhoù zo o doa roet arc’hant d’ur gumun na oant ket ken o chom enni. War daou monumant oa bet skrivet anv soudarded zo neuze : war hani ar gumun e oant o chom ha war an hani o doa paeet o familh evitañ. Da vihanañ ez eus un anv skrivet war vonumant ar re varv Gourin ha war unan-all ivez. 16 soudard oa « marv evit ar vro » en Ospital Gourin (H. A. 105 ‘ba’ savadurioù lise Sant Yves). 8 anezhe bet skrivet o anv war vonumant ar gumun met unan hepken oa o chom enni. En douar bered Gourin int bet lakaet pezh a c’hell displeg oa bet lakaet o anv war vonument ar re varv ag ar gumun. 

Da biv a c’helfe bout ar 26 anv difichenn ? Farioù skritur a c’hell displeg n’omp ket deuet a-benn da gavout fichenn an anvioù-mañ. Setu ar zisplegadenn aesañ met unan-all a c’hellfe bout ivez. D’an 23 a viz Gouhere 1922, pa oa bet lidet sevel ar monument ne oa ket bet lakaet c’hoazh rac’h ar soudarded o deus o anv warnañ da « marv evit ar vro » gant lez-varn Pondi. Marse emañ chomet un nebeut anezhe « aet diwar wel ». Goulenn : hag-eñ oa bet nac’het skriv ar meneg « marv evit ar vro » kostez anv ar 26 soudard-mañ pe lod anezhe ? Hag-eñ ned oa ket bet goulennet gant al lez-varn ober war o zro ?

Pezh zo sur emañ skrivet « marv evit ar vro » e kaier ar re varv kostez 4 anv a soudarded an tranchoù ha n’emañ ket war ar monumant. Un tammig diwezhatoc’h evit ar re-all int bet lakaet da « marv evit ar vro » gant lez-varn Pondi. Da lâret eo etre miz Here 1923 ha miz C’Hwevrer 1924. Unan oa bet lazhet ‘ba’Maissin e 1914, unan-all’ba’Douamont (Verdun) e 1916 hag o daou o chom ‘ba’r V/Marne e 1915.